en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 19 a viz Eost 2025

Keleier ar vro d'ar Meurzh 19 a viz Eost 2025

Kerzhout 400 km etre bro Pariz ha Breizh evit lakaat skandal ar c'hlordekon war wel!

Marteze ho peus bet tro da vale er menezioù e-pad o vakañsoù pe war ar GR amañ e Breizh... Lilith hag he c'hamalad Chacha o deus divizet int bale ouzhpenn 400 kilometrad, etre Versailles ha Sant-Brieg, evit titouriñ an dud war skandal ar c'hlordécone en Antillez. Ul louzoù da lazhañ an amprevaned a zo spontus evit yec'hed an dud. Muioc'h a ditouroù gant Metig Jakez-Vargas...

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Brezel 'ba Ukrena: un emgav etre Zelensky ha Poutine?

  • Asantet 'neus an Hamaz sinañ un emglev harzh-an-tan gant Izrael

  • Muioc'h evit ur milion a devezhioù arat zo aet gant an tan 'ba Portugal ha Spagn e 2025

  • Disoc'h eo gant ar prantad amzer c'hor 'ba Frañs

  • Retailleau 'neus c'hoant sevel ouzh Kneecap, ar strollad rap eus Belfast: republikan ha pro-palestinian

  • Simon Meubry, breizhad nemetañ bet dibabet gant skipailh Frañs evit mont da gampionad ar bed junior en em angellaat zo 'ba Romania


Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio